We’ve updated our Terms of Use to reflect our new entity name and address. You can review the changes here.
We’ve updated our Terms of Use. You can review the changes here.

1er EP

by skarn

/
1.
2.
Bet on war bont an Naoned, ge maluron lure (x2) An deiz all o kanañ, maluron lurette An deiz all o kanañ, maluron lure Me welas ur plac’h yaouank, ge maluron lure (x2) Leiz ar stêr o welañ, maluron lurette Leiz ar stêr o welañ, maluron lure Ha me goulenn diganti… Na perak e ouele… Un aerborzh bras emezi… Ganto a vo savet… Petra rofec’h-c’hwi din-me… Ma yafen-me d’ar ZAD… Ma muzelloù emezi… Roin deoc’h a galon vat…
3.
Me n’on ket eus ar re A chom aze hep fiñval Pa vez lâret din-me Petra soñjal, nann, Met n’on ket eus ar re A vez pleg o c’hein bepred Dirak den pe zoue Na mestr ebet, nann ! Diskan: Aet eo da get tour Babel Beuzet er mor eo Kêr-Is Diwallit mat, ’vo ket pell Ar c’hastiz ! Selaouit mat, emezo, Sentit d’an urzh, hep disfiz Hogen n’em eus evito Nemet ma dispriz Lod a fellfe dezho Dont en-dro d’ar gizioù kozh Suj ar merc’hed ganto Speredoù kloz, ya Ret o c’has da sutal Troc’hañ ar gaoz d’ar gounnar Ha peurskarzhañ ar fall Eus an douar, ya ! Diskan Un deiz ’vo ket e’mm ken A vrezelioù, a stourmoù Pa vo torr da viken ar c’habestroù, ya Da c’hortoz e chomin Leun a spi hag en ma sav An dazont flamm-flimin A vezo brav, ya !
4.
N’omp ket amañ evit kilañ pa vez tennet deomp hor frankiz, N’omp ket amañ evit plegañ, pa vez sujet ar yaouankiz ; Kasit deomp ho soudarded, plantet omp sonn war an douar, Kasit deomp ho lakezed, n’eus ken ennomp nemet kounnar Pa vez skoet gant ar paour, pa vez kaset d’an toulloù-barc’h ; Pa vez ar galloud ‘vel an aour, pa vez dieub an ‘ni a lazh ; Pa vez kaset dre charter an den re zu, an den na blij ; Pa vez barnet ‘vel ur muntrer, ‘ni a gar re ar butun-nij, C’hwi hor c’havo war ho hent, ar re yaouank ‘vel ar re gozh, C’hwi ‘velo e vo divent tantad gor ar fulor en noz ; Kasit deomp ho soudarded, plantet omp sonn war an douar, Kasit deomp ho lakezed, n’eus ken ennomp nemet kounnar ! Ur gasketennig war o fenn, un tokarnig d’o gwareziñ Tapet ganto o fistolenn, prest al loened da vrezeliñ, O roched feret gant o mamm, kribet o blev ‘vel ur paotr mat C’hwi aze o taouarn er vann, petra ‘maoc’h aze o vutunat ?

credits

released January 14, 2014

license

tags

about

SKARN Rennes, France

Skarn est un groupe de musique mélangeant du rock et de la musique traditionnelle bretonne.

contact / help

Contact SKARN

Report this album or account

If you like 1er EP, you may also like: