1. |
Plinn ardant (Plinn)
03:49
|
|
||
2. |
|
|||
Bet on war bont an Naoned, ge maluron lure (x2)
An deiz all o kanañ, maluron lurette
An deiz all o kanañ, maluron lure
Me welas ur plac’h yaouank, ge maluron lure (x2)
Leiz ar stêr o welañ, maluron lurette
Leiz ar stêr o welañ, maluron lure
Ha me goulenn diganti…
Na perak e ouele…
Un aerborzh bras emezi…
Ganto a vo savet…
Petra rofec’h-c’hwi din-me…
Ma yafen-me d’ar ZAD…
Ma muzelloù emezi…
Roin deoc’h a galon vat…
|
||||
3. |
Ar C'hastiz (Polka)
03:53
|
|
||
Me n’on ket eus ar re
A chom aze hep fiñval
Pa vez lâret din-me
Petra soñjal, nann,
Met n’on ket eus ar re
A vez pleg o c’hein bepred
Dirak den pe zoue
Na mestr ebet, nann !
Diskan:
Aet eo da get tour Babel
Beuzet er mor eo Kêr-Is
Diwallit mat, ’vo ket pell
Ar c’hastiz !
Selaouit mat, emezo,
Sentit d’an urzh, hep disfiz
Hogen n’em eus evito
Nemet ma dispriz
Lod a fellfe dezho
Dont en-dro d’ar gizioù kozh
Suj ar merc’hed ganto
Speredoù kloz, ya
Ret o c’has da sutal
Troc’hañ ar gaoz d’ar gounnar
Ha peurskarzhañ ar fall
Eus an douar, ya !
Diskan
Un deiz ’vo ket e’mm ken
A vrezelioù, a stourmoù
Pa vo torr da viken
ar c’habestroù, ya
Da c’hortoz e chomin
Leun a spi hag en ma sav
An dazont flamm-flimin
A vezo brav, ya !
|
||||
4. |
|
|||
N’omp ket amañ evit kilañ pa vez tennet deomp hor frankiz,
N’omp ket amañ evit plegañ, pa vez sujet ar yaouankiz ;
Kasit deomp ho soudarded, plantet omp sonn war an douar,
Kasit deomp ho lakezed, n’eus ken ennomp nemet kounnar
Pa vez skoet gant ar paour, pa vez kaset d’an toulloù-barc’h ;
Pa vez ar galloud ‘vel an aour, pa vez dieub an ‘ni a lazh ;
Pa vez kaset dre charter an den re zu, an den na blij ;
Pa vez barnet ‘vel ur muntrer, ‘ni a gar re ar butun-nij,
C’hwi hor c’havo war ho hent, ar re yaouank ‘vel ar re gozh,
C’hwi ‘velo e vo divent tantad gor ar fulor en noz ;
Kasit deomp ho soudarded, plantet omp sonn war an douar,
Kasit deomp ho lakezed, n’eus ken ennomp nemet kounnar !
Ur gasketennig war o fenn, un tokarnig d’o gwareziñ
Tapet ganto o fistolenn, prest al loened da vrezeliñ,
O roched feret gant o mamm, kribet o blev ‘vel ur paotr mat
C’hwi aze o taouarn er vann, petra ‘maoc’h aze o vutunat ?
|
SKARN Rennes, France
Skarn est un groupe de musique mélangeant du rock et de la musique traditionnelle bretonne.
If you like 1er EP, you may also like:
Bandcamp Daily your guide to the world of Bandcamp