Ar C'hastiz (Polka)

from 1er EP by skarn

/

lyrics

Me n’on ket eus ar re
A chom aze hep fiñval
Pa vez lâret din-me
Petra soñjal, nann,
Met n’on ket eus ar re
A vez pleg o c’hein bepred
Dirak den pe zoue
Na mestr ebet, nann !

Diskan:

Aet eo da get tour Babel
Beuzet er mor eo Kêr-Is
Diwallit mat, ’vo ket pell
Ar c’hastiz !
Selaouit mat, emezo,
Sentit d’an urzh, hep disfiz
Hogen n’em eus evito
Nemet ma dispriz

Lod a fellfe dezho
Dont en-dro d’ar gizioù kozh
Suj ar merc’hed ganto
Speredoù kloz, ya
Ret o c’has da sutal
Troc’hañ ar gaoz d’ar gounnar
Ha peurskarzhañ ar fall
Eus an douar, ya !

Diskan

Un deiz ’vo ket e’mm ken
A vrezelioù, a stourmoù
Pa vo torr da viken
ar c’habestroù, ya
Da c’hortoz e chomin
Leun a spi hag en ma sav
An dazont flamm-flimin
A vezo brav, ya !

credits

from 1er EP, track released October 20, 2012

license

tags

about

SKARN Rennes, France

Skarn est un groupe de musique mélangeant du rock et de la musique traditionnelle bretonne.

contact / help

Contact SKARN

Report this track or account

If you like SKARN, you may also like: