Ar Fulor (Rond de St Vincent)

from 1er EP by skarn

/

about

Rond de St Vincent

lyrics

N’omp ket amañ evit kilañ pa vez tennet deomp hor frankiz,
N’omp ket amañ evit plegañ, pa vez sujet ar yaouankiz ;
Kasit deomp ho soudarded, plantet omp sonn war an douar,
Kasit deomp ho lakezed, n’eus ken ennomp nemet kounnar

Pa vez skoet gant ar paour, pa vez kaset d’an toulloù-barc’h ;
Pa vez ar galloud ‘vel an aour, pa vez dieub an ‘ni a lazh ;
Pa vez kaset dre charter an den re zu, an den na blij ;
Pa vez barnet ‘vel ur muntrer, ‘ni a gar re ar butun-nij,

C’hwi hor c’havo war ho hent, ar re yaouank ‘vel ar re gozh,
C’hwi ‘velo e vo divent tantad gor ar fulor en noz ;
Kasit deomp ho soudarded, plantet omp sonn war an douar,
Kasit deomp ho lakezed, n’eus ken ennomp nemet kounnar !

Ur gasketennig war o fenn, un tokarnig d’o gwareziñ
Tapet ganto o fistolenn, prest al loened da vrezeliñ,
O roched feret gant o mamm, kribet o blev ‘vel ur paotr mat
C’hwi aze o taouarn er vann, petra ‘maoc’h aze o vutunat ?

credits

from 1er EP, track released October 20, 2012

license

tags

about

SKARN Rennes, France

Skarn est un groupe de musique mélangeant du rock et de la musique traditionnelle bretonne.

contact / help

Contact SKARN

Report this track or account

If you like SKARN, you may also like: